Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

he dour ; ar voger deo a vir an dour da vont kuit a zo freuzet, hag an dour a ya da veuzi ar parkeier. Yann Pogamm a vije bet bras d’in e skoazell da zevel eur voger nevez. An amezeien ma ’z eo gleb o farkeier am galvo dirag ar barner, sur. O sellet war-zu ar meaz. Aïou, aïou, Doue !

Laouig

Petra a c’hoarvez ganez ? Eur boan bennak ?

Jakou

Poan ebet, Laouig ; met an aotrou mear a welan du-hont ha va gwelet en deus, ’m eus aon.

Laouig

Ha neuze ? Ar gweled anezan az laka da grena ?

Jakou

Ne grenan ket tamm ebet dirazan, met dont a ra davedomp, dont a ra buan, zoken, hag e teu d’am heskina adarre, sur, a berz ar barner, diwarbenn dour va stang. Hel lakafen e klaoustre.

Laouig

Mat ; n’eus ket ezomm ebet ac’hanoun er rendael ze. Kenavo ha chans vat d’it Jakou. Laouig a ya kuit. Ar mear a zeu.

VIII DIVIZ
Jakou, Ar Mear
Ar Mear, rust eun tamm e vouez

Peur e vezo echu ganez, Jakou, da zigare-