Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —
Jobig

Petra a gav d’in diwar e benn ? Hennez, Yann, a zo henvel ouz Lan kerkouls hag an deiz a zo henvel ouz an noz. N’edo ket Ervoan o trei en dro d’it, bemdez, evel eul louarn en dro d’eur yar. Nann ; mez en deus evidout, a wir galon, an doujans leal a zo dleet gant bugale d’o c’herent koz. Mar ac’h eus c’hoant d’her gwelet sklear evel an heol, ne ket dies. Ema o labourat start, evel her gra bemdez, er park bras, tostik tost aman. Mar kerez, ez in d’her c’herc’hat. Dont a raio, ha neuze, kleo ! e c’hellimp furchal beteg e diabarz e galon. Ha te a fell d’it ?

Yann

Ne c’houlennan ket gwell.

Jobig

Mat kenan, te welo. Jobig a ya kuit. Laou a zeu.


34 DIVIZ


Yann, Laou


Laou

Doue r’ho pinnigo, Yann. Roit d’in, mar plij, va gwenneien. Evid o c’haout eo e teuan.

Yann

Da wenneien, paotrig ? Pe wenneien ?

Laou

Ar re a zo dleet d’in ’ta.

Yann

Dleet d’it ? Gant piou ?