Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
Laou

Ganeoc’h, na petra ’ta ! Me eo hag a zo eat, deac’h, da lavaret d’an aotrou Marzin dont aman evid ober ho testamant.

Yann, laouen.

Ha piou en deus da zigaset da di an aotrou Marzin ?

Laou

Piou ? Her gouzout a rit kerkouls ha me, emichans. Daoust ha ne ket eus ho perz eo, m’en deus Maze gourc’hemennet d’in hen ober ? Hein ? Kerz buan, mignonig, a lavare, kerz buan, ha mar grez mat ar gefridi, me roio d’it pevar real warc’hoaz. Ha neuze, ’ta, roit d’in va fevar real ; hein ?

Yann, o c’hoarzin.

Ar gwir a zo ganez, paotrig, da c’houlenn diganen da zigoll. Great ec’h eus zoken ar gefridi ker prim ha ker brao ma fell d’in rei d’it eun nebeut arc’hant oc’h-penn ze. O kemeret arc’hant er zac’h. Dal ; setu ugent real eleac’h pevar. Kea da brena madigou ganto. O dibri a ri d’am yec’hed, va moutig.

Laou

Me her graio, sur, Yann. Bennoz Doue d’eoc’h. Laou a ya kuit. Jobig a zeu.


35 DIVIZ


Yann, Jobig


Jobig

Taolomp evez, Yann. Ema Ervoan o c’hedal er meaz. Kea da guzat ha selaou mat. Lavaret a rin da Ervoan emaout o paouez mervel. Te welo sklear, neuze, pe a zo fall, pe a zo leal e galon.