Piou en deus gwelet biskoaz eur seurt fallentez, Jobig ? N’em bije kredet morse e vije bet goest va niz Lan da ober taoliou ker fall ze ?
Dre ma n’anavezez ket mat da niz. Hennez ne gomze ket da zen nemet o lavaret, en da enor, dismegansou a bep seurt, Yann.
Pere ’ta ?
Va eontr, a lavare, a zo piz kagn. Va eontr a zigroc’henfe eul laouenn evit gwerza he c’hroc’hen ; eur c’hoz kakouz n’eo ken. Trouc’ha a ra eul liard e peder lodenn. Mat, a lavare, pa vezo eat gant an diaoul, p’am bezo kaset d’e doull ar c’hanval treut se, laouen frank e vezin, ha c’hoarzin a rin a bouez penn. Rag e wenneien a zigouezo ganen, ha bez’ ez eus, war a leverer, eur bern braoïk anezo. Setu, Yann, eun nebeudik eus an traou kaer a lavare da niz Lan diwar da benn.
Ar wirionez oa gantan, allaz Doue ! pa lavare an holl draou ze, rag e vezen piz bras, sur eo, araok beza klevet ha selaouet kentel vurzudus an Aotrou Doue. Me a blij d’in, evelato, gouzout diganez an traou penn da benn. Petra a gav d’it. Jobig, diwar benn Ervoan, va niz all, ma n’anavezan ket kalz anezan ?