Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

Yann : Daoust ha n’edo ket Maze o troïdella en dro d’it, deac’h, epad ma oas klanv eun tammig ?

Yann

Eo, eo.

Jobig

Selaou, neuze. Maze a zo hag a zo bet, e peb amzer, mil diaoulerez en e zac’h. Hen eo, klaoustre, a zo en em lekeat en da wele, epad da zemplaenn, evid ober da destamant en da leac’h.

Yann, o koumprenn.

Mil gorn butun ! Koumprenn a ran an traou, erfin. Kavet ec’h eus an dro gamm, Jobig. Te zo lemm da spered, paotr ; te a zo eat ar maout ganez. Ha gwelet a ran mat, breman, evit petra n’eo ket bet fellet da Lan dont aman. Aon en deus da veza paket.

Marzin

Ha paket e vezo, ha paket mat, hen ha Maze gantan. Daou wall baotr, daou laer n’int ken. Dal ma vezin eat kuit ac’halen, me yelo, raktal, da di an archerien, da rei da c’houzout, d’ezo, troiou fall an daou ganfard se.

Yann

N’her grit ket, aotrou Marzin ; n’eus ket ezomm. Lan a vezo kastizet start. Va heritour e tlie beza. Echu eo, ha ne zigouezo gantan eur gwennegig zoken eus va madou. Rogit a dammou, dioc'htu, me ho ped, ar falz testamant se n’eo breman ken tra nemet eur c’hoz tamm paper. Marzin a rog an testamant.

Marzin, droug bras ennan.

Great eo ; mes ne roan ket d’eoc’h va ger e chomin hep diskleria d’ar barner an daou ribler ze a ra goap evelse eus an notered. Marzin a ya kuit.