Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
11 DIVIZ
Yann, Jobig, Lan, Maze
Lan
Ha neuze, tonton ? C’houi a jom diflach en ho kador-vreac’h eleac’h c’hoarzin ha kana gae dirak hoc’h arc’hant. Daoust ha klanv e vijec’h ?
Yann dinerz e vouez.
Ya, Lan, ya, klanv oun ha gwall glanv, zoken, gand eul levenez re grenv… re grenv… evit… evit…
Maze
Klanv bras eo sur. N’hell ket lavaret tra. O kemeret e arzourn da Yann. Gwazienn e veud a sko goustadik, goustadik. Ema o vont da vervel, ’m eus aon. Kea buan ha buan, Jobig, da gerc’hat ar medisin a jom en tu all d’ar ru.
Jobig
Mont a ran en eur redek. Jobig a ya kuit.
12 DIVIZ
Yann, Lan, Maze
Lan
Va eontr ! va eontr, va zonton ker ! Respontit d’eomp ’ta. Ne livirit ger. Na perak ’ta ?
Maze
Lavaret hon eus da Jobig mont da gerc’hat eur medisin. Ha c’houi a fell d’eoc’h hen digemeret ?