Ne vezo ket ezomm, a drugarez Doue. Setu o tont Lukas hag Olier, an archerien, ha daou ribler chadennet ganto.
Petra a leverez, Lan, petra a leverez ?
Ar wirionez ; sellit hoc’h unan. An daou archer a zeu, Riwal ha Jakou ganto, an eil stag ouz egile gand eur gordenn. Lukas a zoug ar zac’had arc’hant.
Setu hoc’h arc’hant, Yann. Paket hon eus an daou aotrou ze ; n’oant ket pell dioc’h aman. Redek a reant buanoc’h eget diou c’had.
Hoc’h arc’hant, Yann, en em gav a bez er zac’had, p’eo gwir hon eus furchet e godellou an daou ze, n’edo enno nemet kreun bara seac’h ha gwenneg ebet.
Hoc’h hano oa skrivet war ar zac’had, Yann ; evelse eo hon eus anavezet gwir vestr an arc’hant. Lukas a laka ar zac’had war an daol.
Mil drugarez d’eoc’h, tud vat. Yann, klanv gand al levenez, a gouez en e gador-vreac’h. Lukas hag Olier a ya kuit, o vounta krenv an daou laer en o raok.