Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —
Yann

Laeret holl, a bez, arc’hant, aour, bilhejou. Ne jom mui netra d’in breman ha mervel a rin, sur, diwar an taol fall ze.

Jobig

Ha n’ec’h eus ket gwelet al laer o tont ?

Yann

Tamm ebet. Hennez a zo en em strinket warnoun evel eur bleiz, ha kroget en deus em zac’had en eun taol kount. Spontusa tra !

Maze

N’edo ket ho sac’had en hoc’h armel neuze ’ta ?

Yann

N’edo ket, siouaz ! n’edo ket. O c’houela dourek. Hi, hi, hi, heu ! edon o kounta va gwenneien paour, hag al laer a zo eat kuit ganto buanoc’h eget ar gurun. Hi, hi, hi, heu, heu, heu !

Lan

Mat. Ne d-aio ket pell, a gredan, al laer. Paket e vezo, tonton.

Yann

N’em eus fizians ebet, Lan. Al laeron a zo fin, peurliesa.

Jobig

A zo gwir ; mez an archerien, awechou, a zo lemm awalc’h o spered ive.

Maze

Deomp dioc’htu da ziskleria d’ezo ar gwall zarvoud se.