Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

eo ; it da gousket adarre en ho sac’hadig koant. It da gousket, Lakaat a ra an arc’hant er zac’h hag ar zac’h war an daol. Me ho kar muioc’h, me ho kar gwelloc’h gwella a zeiz e deiz. Riwal a goef Yann gand ar zac’h digor. Lakaat a ra ar zac’h da ziskenn bete daoulin Yann, hag e start e zargreiz d’ezan gand ar gordenn. Yann a laosk kriadennou. Jakou a grog er zac’had arc’hant, hag an daou a ya kuit buan ha buan, hep lavaret ger.


8 DIVIZ


Yann, e unan, atao er zac’h hag o krial a bouez e benn.

Ha, ha, ha ! mil diaoul ruz ha du. Deuit buan ’ta ; deuit buan d’am zikour. Maro oun ! Mervel a ran ! ya, mervel, mervel ! Petra an dra ze ’ta? piou am laz ? piou a dreuz va c’halon baour ? O trei hag o tistrei a bep tu, hep gwelet sklear, e kouez a dreuz kof war an douar, ar zac’h atao en dro d’ezan. Lan, Maze ha Jobig a zeu, o redek. Tenna a reont Yann eus ar zac’h.


9 DIVIZ


Yann, Jobig, Lan, Maze


Yann, krenv e vouez

Va zac’had arc’hant, va zac’had arc’hant ! E peleac’h ema va zac’had ? O mil ha mil malloz ! Piou ’ta en deus laeret diganen va danvez ? Eul lampoun bennak ? eun diaoul bennak ?

Lan

Petra a livirit tonton ? Laeret eo bet diganeoc’h ho madou ?