Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
Yann dinerz e vouez.
Ne fell ket d’in.
Lan
Klanv bras oc’h, tonton ; c’houi, marteze, a blijfe kentoc’h d’eoc’h e teufe eur beleg d’ho kwelet ?
Yann, krenvoc’h e vouez.
Nann ! nann ; beleg ebet, beleg ebet.
Maze
Petra a fell d’eoc’h neuze ’ta ?
Yann, raoulet e vouez ha tenval e zremm
Va arc’hant… va… arc’hant, va… va… E benn a stou war e galon.
Lan
Sell ’ta, Maze, sell ’ta ; mervel a ra, sur, mervel a ra. Yann a jom diflach. Maro eo. Ar medisin a zeu.
13 DIVIZ
Ar Medisin, Lan, Maze, Yann diflach.
Ar Medisin
Dougit an den ze buan buan d’ar gambr all, ma welin sklearoc’h, tost d’ar prenestr. Lan ha Maze a ya kuit, o tougen Yann.
14 DIVIZ
Ar Medisin, e unan d’an dud.
An dud diwar ar meaz a vez holl henvel poch an eil ouz egile. Gervel a reont ar medisin da zont, ne