Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

boued hag a zebr. Feiz ! n’eo ket gwal vrao ar c’helou. Ar gazetennou ze a laka an dud da gousket. Gwelomp pelloc’h. O lenn. Eur reuzeudik deuet da veza milliouner goude beza bet marc’hadour eskern. O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! Peger farsuz e tle bez a ar gountadenn ma. Saïk a zebr adarre euz an traou lakeat war an daol hep beza gwelet gant Kraper. Lennomp : Eun den reuzeudik braz, paour Job, a oa savet gant-han. Dic’henaoui a ra, savet gant-han, c’hoant da veza pinvidik. Dic’henaoui a ra. Petra eo d’in me ta ? Mantruz eo ar c’hoant kousket am euz… skuiz maro oun… ia, ia… skuiz… maro… kousket a ra. Leuskel a ra e c’hazetenn da goueza. Saïk a grog er voutaill hag a ev eur banne. Goude beza evet, e fell d’ez-han lakaat ar voutaill war an daol, mez oc’h en aber, e laosk ar voutaill da goueza. Kraper a zihun enn eun taol, spountet neat, hag a zav enn e za. Saïk ne finv ket. Petra zo ta ? Petra zo ? Eun trouz spountuz am euz klevet. Daoust hag an hini maro, Santez Anna, eo, en deuz great an tiouz se ? O sellet oc’h Saïk.

Nan ! ken divalo, ken drouk livet eo hag ha diagent. Trouz er meaz. Trouz adarre ! enn tu all breman. N’euz nemet traou heuzuz enn dro d’in. O krial gant aoun. Piou zo aze ? Piou zo aze ?


XXVI DIVIZ


Kraper, Saïk, Guilcher


Guilcher, eun eskenn hag eur gountell hir gant-han

Petra oc’h euz ta, aotrou Kraper ? me eo, deuet da ober ar studi am euz lavaret d’e-hoc’h.

Kraper

Hen ober a reot ive ; tostait, aotrou Guilcher.