Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
Guilcher

Mad. O sellet oc’h gwele m’ema Saïk diflach atao enn-han. Setu hor paour keaz Laouik hag a oa ker klanv n’euz ket pell. N’eo ket dishenvel braz dioc’h ma oa araok. N’eo nemet eun tamm gwennoc’h. Hen anaout a ran, hep mar ebed. Lekeomp an daol pelloc’hik, aotrou Kraper, ma c’hellin tostaat mad out-han. Dougen a reont pelloc’h an daol hag e tostaont o daou oc’h ar gwele. Mad. Tennomp ar ballenn wele divar-n-han. Guilcher a gemer ar ballenn.

Saïk, oc’h en em lakaat buhan enn e goazez

Hopp ! la la ! Goustadik ! va zud vad ! Goustadik. Petra ? Ne fell ket d’in, me, e ve trouc’het poull va c’haloun.

Guilcher, spountet ha souezet

Mil foultr an diaoul gornek ha lostek ! Ne ket Laouik eo a zo aze ta ?

Saïk

Ne ket Laouik eo, sur, p’eo gwir me eo.

Guilcher, drouk enn-han

Te, piou te ?

Saïk

Saïk, e vevel.

Guilcher

Hag oc’h ober petra edoz er gwele ze, fri marmouz ?

Saïk

O kousket. Pa vezan dilabour e kouskan.

Guilcher, drouk enn-han

Peleac’h ema da vestr ?