Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

deuz d’in teurel evez mad ken na zeuio, oc’h an hini maro. Evit ma c’hellin hen ober gant gwir vad, setu ar mil lur a berz an aotrou Guilcher. Ro an diskarg d’in. Jakez a gemer ar mil lur hag a skriv e hano war an tamm paper.

Jakez

Mad. Mont a rami kuit evit eur pennad ; traou am euz da ober.

Kraper

Gortoz eun nebeud, va mignoun. An hini a daol evez oc’h eun den maro, e tleer d’ez-han e voued, evel just. N’em euz debret an distera hirio. Me zo skuiz maro gant an naoun.

Jakez

Ne ket diez rei boued d’e-hoc’h. Jakez a laka war an daol, eun tamm kik moc’h, eun tamm gwadegen, bara, eur voutaillad win.

Kraper

Mil bennoz Doue d’id, va mab. Kenavo, bremaik. Jakez a ia kuit.


XXV DIVIZ


Saïk, diflach er gwele, Kraper


Jakez

Mad. Ne ket re abred. Petra ta ? Kik moc’h ! Gwadegen ! brao, brao ! E laka an daol tostik tost da benn ar gwele, hag e tebr, e zremm war zu an dud. Nag eo eun dra vad dibri, pa vezer du gant an naoun. Dibri a ra. Ne ket falloc’h ober eur pennadik lenn en eur zibri. Kemeret a ra e c’hazetenn enn e c’hodell. Gwellomp petra zo a nevez. O lenn. Pegement a dud zo er Chin : Beteg hen e kredet e ioa er Chin pevar c’hant millioun a dud, pe ouspenn. Saïk euz e wele, a gemer, dre laer, eun tamm