Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/11

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

Oc’h ober neuz da zellet war zu ar meaz, hag o krial a bouez penn. Sell ! Ha ! gwaz a ze d’in me ! Siouaz d’in ; Va fenn-moc’h brava kouezet er ster. Buhan ! buhan ! ema o vont da veuzi ! Va brava penn-moc’h ! Laouik a ia kuit d’an daou lamm.


VII DIVIZ


Kerangal, e unan, kounnar enn han

Ra viot beuzet ho taou, te ha da benn-moc’h, den trubard, den fall. Me a lakaio an archerien da c’haloupat war da lerc’h, pez didalvez.


VIII DIVIZ


Kerangal, Jakez


Jakez

Petra a livirit, aotrou Kerangal ? Drouk ho peuz oc’h unan bennag ?

Kerangal

Leac’h am euz da gaout ive ta. Oc’h da dad eo am euz drouk ha drouk braz.

Jakez

Perak ta ? Peleac’h ema va zad ?

Kerangal

Ha me a oar me ? Da denna euz an dour e benn-moc’h brava, kouezet ebarz, emez-han.

Jakez

E benn-moc’h brava, mil diaoul ! Pell braz zo hor beuz gwerzet hor penn-moc’h diveza.

Kerangal

N’euz forz. Eun hanter-heur zo m’emaoun o c’houlenn digant da dad an arc’hant dleet d’in.