Ha d’id ive, Kerangal. Mont a ra mad atao, gan-ez, Kerangal ? Hag an itroun Kerangal ? Mad ez a ar bed gant-hi ?
N’oun ket dimezet.
Gwir ? Pegen diot oun me ! N’em boa sonj ebed. euz a gement-se. Mar ec’h euz c’hoant da gaout eur c’huzul fur, dimez, Kerangal, dimez buhan. Me zo diou weach intanv, mes ne jomin ket pell va unan evelse. C’hoant awalc’h am euz da gemeret eun deirved maouez ; ia Kerangal, ia, ha te zeuio d’ar friko.
Me zo deuet da c’houlenn ouz-id…
Te zo mad dreist an holl da zimezi. Te zo eun tamm bouzar da skouarn ; gwell a ze. Er c’hiz se ne glevi ket da hini goz o krial, o c’hlabouza hed an deiz penn da benn.
Me zo deuet da c’houlenn…
Da zillad eureud, Kerangal, ne goustint ket ker d’id. Te zo kemener, eur c’hemener fin, eur c’hemener lemm e spered. Da zillad eureud a vezo great evit ar gwella gan-ez, hag evit netra, kouls lavaret. Ne ket ta ?
Me zo deuet…
Me zo da vignoun a greiz va c’haloun, Kerangal.