Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

Ha da c’hortoz, n’em euz ket ar gwennek kenta. Red eo d’eomp, Jakez, kaout arc’hant araok an noz, kousto pe gousto. Peleac’h ema Saïk ar mevel ? Petra a ra hen ?

Jakez

Netra ; kousket eo, dilabour ma z’eo.

Laouik

Mad. Kea d’her dihuna, ha lavar d’ez-han dont aman dioc’htu. Hennez zo eul louarn euz ar re fina ; hennez en em droio enn tu pe du hag a ziluio hor c’hudenn evit ar gwella.

Jakez

Mont a ran, va zad. Jakez a ia kuit


V DIVIZ


Laouik, e unan

Nag a boan o deuz an dud vad o c’hounid o buez paour ! N’euz forz ; me am euz kaset kuit ar c’higer ; dinec’h oun gant-han betek warc’hoaz, da vihana. Mez hennez en deuz lavaret d’an holl e lakafe gwerz war-n-oun, hag ar re all, oc’h her c’hlevet, a zeuio ive ; marteze, d’am zrubuilha. Ar boulonjer, ma tlean d’ez-han daon ugent lur, a c’houlenno digan-en, sur, e liardou ; ha Kerangal ive, ar c’hemener, ma tlean d’ez-han tri ugent lur. Peleac’h e kavin me, kement alla arc’hant ?


VI DIVIZ


Laouik, Kerangal


Kerangal

Chans vad d’id, Laouik.