Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/12

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Jakez

Ha petra en deuz respountet d’e-hoc’h ?

Kerangal

Dimez, Kerangal, dimez, ha diotachou all evelse.

Jakez

Bezit dinec’h neat, aotrou Kerangal. Va zad, meur a weach, a vez pounner e benn, dreist holl pa vez eun tamm laouen gant ar banneou.

Warc’hoaz vintin, aotrou Kerangal, e paeimp ar pez zo dleet d’e-hoc’h.

Kerangal

Ne c’hellin ket dont warc’hoaz. An aotrou Guilcher, medisin, en deuz lavaret d’in mont enn e di, warc’hoaz da vintin, da gerc’hat eur bern gwiskamanchou koz.

Jakez

Sellit ta ! Rei a raio d’e hoc’h eur bern koz dillajou. Perak ta ?

Kerangal

Perak ? Abalamour ma ne fell ket d’ez-han miret e druillou. N’oun ket pinvidik braz. Vad a rafe d’in kaout ha gwerza an holl draou koz se.

Jakez

Klevet a ran. Mad ; ma ne c’hellit ket dont warc’hoaz, aotrou Kerangal, deuit hirio, etro an abardaez. Arc’hant ho pezo. Laouik a zeu. Chom a ra e gweled an teatr.

Kerangal

Bennoz Doue. Dont a rin. Kerangal a ia kuit.