Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Tristan a zeu da veza dinersoc’h dinersa, klanvoc’h klanva a zeiz e deiz ; her dougen a reer bemdez war devennou Penmarc’h, hag e zaoulagad a furch, hep ehan, bete goueled an dremm-wel.


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kaerden, digouezet gant rouantelez Kornwall, a lavar, o tont da lez ar roue Mark, eo hen eur marc’hadour pinvidik. Meuli bras a ra e dammou seiz livet a bep seurt liou, e win ker c’houek da eva, e hanafiou kizellet ker kaer, he laboused a ziaveaz bro. Rei a ra d’ar roue, gant sevenidigez, donezonou talvoudus, hag ar roue a ro, d’ezan, en e balez, eun digemer eus ar re gaera.

Eun deiz, epad m’ema Yzeult o sellet ouz eun dra gaer savet gand orfeberien, e tenn dioc’h e viz ar walen aour fin roet gant Tristan hag e laka ar Rouanez da zellet piz ouz he liou hag