Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’hoar Kaerden, evelato, Yzeult gwenn he daouarn, o karet Tristan hep beza karet gantan a jom da zelaou. Klevet he deus Tristan oc’h ansav, e kuzul, e garantez, hag e klask, en he c’haloun fall, eun tu pe du d'en em venji.

O Kaerden, eme Dristan, klaskit an tu da zont a benn eus an taol, ha deuit en dro, ar Rouanez ganeoc’h, hep na vezo den oc’h her gouzout.


————


Mar teu en dro Yzeult ganeoc’h, savit huel eur wel wenn. Mar-d-oc’h hoc’h unan penn o tont en dro, displegit eur wel zu ha gouzout a rin, er c’hiz se, va flaneden.

Eat eo kuit Kaerden. Stourm a ra, breman, a enep d’ar mor risklus, o vont etrezeg ar Vro-Zaoz da glask an hini a zigaso d’ar marc’heg balzam ar vuez.