Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ouz he sklerder. P’he deus gwelet ar walen, tridal a ra, ha krena, ha goulen digant Kaerden, gand eun anken vras, pe seurt kefridi eo en deus eviti.

Selaou a ra, glac’haret, komzou doanius Kaerden ha ne jom ket he c’haloun da varc’hata.

An deiz warlerc’h dare eo kement tra zo red evit mont kuit. Savet eo, en he gwender, ar wel vras ; ar Rouanez hag a zo eat kuit er meaz eus ar palez hep beza gwelet gant den, a bign war vag Kaerden, a en em laka da vont kuit buhan etreze tevennou Breiz, eun avel vat ouz he bounta. C’hoant bras o deus da zigouezout abred awalc’h ha da ziwal Tristan ar marc’heg dioc’h ar maro.

Mez epad pemp dervez, allaz ! eun avel foll a ziroll. Kollet int, dioc’h o mennoz. Sonj ar Rouanez a jom, dalc’hmat, gant Tristan. Ha breman re zinerz eo Tristan da veza dou-