Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gav el leor ma. An danevell vurzudus a zo henvel, eun tammig, ouz eun dra all a vez great anezan ar marvailh. Mez hueloc’h eo, kalz, eget ar marvailh, ha treac’h d’ezan.

Ar marvailh en em gav en holl vroiou. Ne vije ket diez d’eomp ober eur roll hir marvailhou ma kaver, enno, an hevelep traou, an hevelep darvoudou, henvel poch, alies, an eil re ouz ar re all, hag a zo ar gerz anezo, war eun dro, da Vro C’hall, da Vro Zaoz, d’an Itali, d’an Almagn, d’ar Rusi. Kollet eo ganedigez ar marvailh e noz tenval an amzer dremenet. N’ouzer ket dioc’h peleac’h e teu. Kountet eo a c’henou da c’henou abaoue meur a gantved, gand an holl boblou eus an Europ.

Kredi a reer, evelato, e oe savet ar marvailhou kenta, gwechall goz goz, en Arabi, er Bersia, hag e Bro Indez.

Ne ket an hevelep tra eo, avat, diwarbenn an danevell vurzudus. Mar gell eun den fin ijina