Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

eur marvailh bennak, n’hell ket hen ober diwarben an danevell vurzudus. Bez’ ez eus, atao, en danevell vurzudus, eun dra bennak a wir, eun dra hag a zo c’hoarvezet, evit mat, en amzer goz. Eleac’h beza da ugent pobl ha beza kerzet ganto holl a unan ha gant bep hini anezo, an danevell vurzudus a jom en eul leac’h hepken ; he deus he broadelez, he mamm vro ha liou ar vro ze. He deus he c’henvroïdi ; ganet eo bet en o zouez ha ne ket etouez tud all.

Eun danevell vurzudus skrivet e flamanteg a zo he ganedigez e Bro Flandrez ha ne ket en eur vro all. Kavout a reer danevellou burzudus en holl vroiou.

Maronad Dafne, gresianez yaouank, a zeu, war eeun, eus kreden ar C’hresianed. An daou varc’heg, bras direiz ha gwen kann, a lekeas Aolus Postumius da c’hounid ar brezel war ribl lagen Rejil n’int nemet brezelidi kaset gand an doueed hervez kreden ar Romaned.