Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Danevellou Herodot n’en em gav, enno, nemet gwerziou ha soniou a zeu, rag eeun, eus an Ejipt koz ha ne ket eus eul leac’h all.

Pez hon eus displeget, beteg hen, hol laka da lavaret, ar gwella ma c’hellimp, petra eo evit gwir, eun danevell vurzudus.

Ha setu ’ta : Eun danevell vurzudus a zo an hini ma ’z eus, enni, atao, traou a zell ouz ar relijion pe draou a zell ouz an istor, hag, aweachou, traou a zell, war eun dro, ouz ar relijion hag ouz an istor.

Mat ; merk kenta eun danevell er c’hiz se, neuze, eo m’en em gavo enni eur marz bennak, eur burzud bennak. Ar merk se a zo red klok, red a grenn, ken red hag ar c’haer en eun daolen.

E kichen ar merk se e kaver, enni, eur merk all, hag alies, daou verk all. Ar burzud a hell sellet ouz an istor pe zellet ouz ar relijion. E hell, hel lavaret hon eus, sellet,