Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


KENTSKRID



D ANEVELLOU Breiz ! Setu daou c’her plijadurus ha dudius da glevet.

Da genta, evit gwir, e Breiz eo, dreist holl, e klever marvailhou ha kountadennou eus ar re vurzudusa.

D’an eil, etouez an holl draou a gounter, an danevell vurzudus, da lavaret eo Légende, e galleg, a zo bet a bep amzer hag a zo, hirio c’hoaz, ar pez a blij ar muia d’an dud wiziek, d’ar merc'hed, d’ar vugale, ha kent se d’ar varzed, tud dispar etouez ar re all.

Petra eo neuze ’ta eun danevell vurzudus ? Red eo her displega araok lenn ar pez en em