Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Yann en devoa tremenet an dervez hed da hed, o tansal epad an ofisou, oc’h eva epad an oferen, o c’hoari gant martoloded.

Chom a reas da gana, da c’hoari ha da eva, hep sonj ebet da vont d’ar gear, ken na vije war dro hanter noz anezi.

Ar re all, pa voent skuiz gand ar pec’het, a yeas kuit, ha Yann, neuze, a zeuas d’ezan. ive, ar c’hoant da zistrei d’ar gear. Dilezel a reas an davarn, ker krenv ha ken yac’h evel ma ’z oa araok mont enni. Hennez a oa e gorf ker kalet hag an dir evit ar blijadur.

Laouen gand ar banneou, e kane o tilezel an davarn, e kane o tilezel kear, e kane o vont gand e hent.

Tremen a reas e tal ar C’halvar, hep tenna e dog, allaz ! Tremen a reas dirak an Aotrou Doue, allaz ! hep mont da vud.