Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ec’h en em gav, erfin, gand eur groaz hent. Daou hent zo aze, ma ’z eer d’e di, ganto. Ar zalver, war e groaz, a zifenn diwar laez, an hent hirroc'h. An hini berroc’h, avat, ar re varo hen darempred. Kalz tud, o vont gantan epad an noz o deus gwelet meur a dra na gomzer anezo nemet pa vezer tost d’eul leac’h santel.

Mez Yann n’en deus aoun rak netra hag ez eus, en e greiz, eur galoun mean. Marvet eo e vamm ha kanet en deus ; marvet eo e c’hreg ha danset en deus.

Mont a ra gand an hent berroc’h, o lakaat e voutou koat da drouzal oc’h mein an hent.

Du pod eo an noz, an deliou a red, kaset gand an avel ; ar broustou a gren gand eun trouz spountus, ha kammejou Yann a dregern evel re eul langouineg.

Ha Yann a gerz dalc’hmat, o kana atao, o c’hoapaat atao.