Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vez se hepken, an Aotrou Doue a blij, gantan lezel an Anaoun da vont d’an ti m’o deus karet ennan, d’ar vro m’o deus bevet enni, d’al leac’hiou m’o deus labouret start enno.

Bez’ez eus, epad an nozvez se, e kement ti a zo, ken alies a zen maro hag a zen beo ; war an hentchou ken alies a zen maro hag a zelien velenet ; war an aochou, ken alies a zen maro hag a labous aod e toullou ar c’herreg.

Ha setu perak, a hed an nozvez se, e pep ti, an daol a zo gwisket. Bez’ ez eus goulou warni ; bez’ ez eus eun tantad mat a dan en oaled. Evelse ar re varo keiz a c’hell dibri eun tamm boed ha tomma o izili kroummet gand yenien ar berejou.

En nozvez se an daol a oa gwisket, hag an tan a flamme kaer e pep ti, ya, e pep ti, nemet e ti Yann Postik.