Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e lavar, an dud wiziek, en em gave, ar maronad se, e daouzekvet kantved, e skridou dourn ar C’hambreiz.

Tristan ne ket hepken ar marc’heg kenta eo ez eo ; hen eo ar varc’hegiez he unan, o kemeret stumm eur brezellour dispar. Yzeult ne ket hepken ar verc’h a gar gwelloc’h eget ar re all eo ez eo ; hi eo ar garantez he unan, gand he daou sklerder, hini ar c’horf hag hini an ene. Yzeult melen he bleo, Yzeult glas he daoulagad a dalv, he unan penn, kement hag a dalv, war eun dro, Beatriks, Lora, Eloiza, Julia, Graziella, Mireya.

Ec’h en em gav, zoken, hueloc’h, c’hoaz, eget an holl verc’hed koant se. He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’halouniez kalounusoc’h he habaskded habaskoc’h eget kaerder, eget kalouniez eget habaskded ar merc’hed all. P’edo Tristan o sellet, gand eun estlamm bras,