Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Peredur a zeu da veza ar c’henta eus ar varc’heien hag a zimez gant merc’h eun impalaer. Peronig a ren, erfin, war an holl armeou eus e vro ; kemeret a ra, er brezel, an Anjou, an Normandy, ar Poatou, hag e teu, divezatoc’h da veza impalaer e broiou ar sao heol.

E kaver ’ta, ken e Breiz, ken e bro Gambre, kountadennou o tisken, rag eeun, dioc’h gwerziou an daol round. Rak se buez Peronig a zo d’eomp ha d’eomp heb arvar. Gwir bater eo kementse, oc’hpenn, dioc’h mennoz ar barz breizad ar brudeta epad an naontekvet kantved, da lavaret eo Hersart de la Villemarqué.

Mat ; maronad Tristan hag Izeult, keltiek penn da benn ive, a zo anezan, marteze, ar berlezen ar gaera etouez re hon tenzor. Disken a ra ive, dioc’h gwerziou Arzur, roue bro Gambre, ha kentoc’h zoken eget ar re all, p’eo gwir