Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ouz daoulagad glas e vuia karet, ouz he bleo kaer a rede evel eur waz aour ; p’edo Yzeult ouz hir-arvesti, gand eur souez dudius, e daoulagad Tristan, luc’hed ar spered ha tan an dellid-dreist, petra oa ’ta, an unvaniez se etre an nerz hag ar gunvelez, etre ar c’hloar hag an deneridigez ? Kementse ne-d-oa ket hepken, eme eur c’henvroad gwiziek, eur barzoneg dispar diwarbenn ar garantez, mez ar varzoniez, he unan, o kana Kanaouen kanaouennou en enor d’ar garantez. [1]

Yzeult a lavare : « Va maro ne ra netra d’in ; hen digemeret a ran, p’eo gwir e fell da Zoue e varvin ; mez o klevet eur seurt kelou, mignoun, mervel a reot, me oar ervat. Hor c’harantez ni a zo ker brao he giz ma n’hellit ket mervel hepdoun, na me hepdoc'h. »

Ha mervel a rejont. « Ar varzed vat gwe-

  1. Anatole le Braz. Barzed Breiz (kentskrid).