Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Breiz o mamm vro, ez eo ar bobl vretoun o fobl.

Gwelomp breman, pisoc’h eun tammig, an dud, ken dishenvel etrezo, m’eo kountet o buez d’eomp.

Eur marc’heg dianaf a ro, da Variannig, eur walen aour, a berz he mignoun Alan, gouliet epad an emgann, er broiou pell. Dre c’halloud ar walen ze, Mariannig, mar teu ganti eur gwall zarvoud bennak, a hell lakaat he muia karet da zont. Eun deiz, d’an abardaez noz, Mariannig a c’halv anezan. Skeuden Alan en em ziskouez, a laka ar plac’h yaouank adre e gein war varc’h hag he c’has gantan, er bed all.

An danevell vrudet bras se a gounter, ne ket en Europ a bez, evel marvailhou zo, mez e Bro Zaoz, e bro Danmark, er C’hres, en Almagn.