Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ne ket ’ta, e Breiz hepken m’eo bet ganet. Mat ; he deus, er c’hiz se, peder pe bemp mamm vro ; n’eus tra ne gav eun diforc’h bennak.

Hogen, pebez dishenveledigez ! pebez kemm etre an traou, etre an dud, etre ar poblou ! Lenora, en Almagn, Else e bro Danmark, Helen e bro Zaoz, kollet o fisians, a grosmol oc’h an Aotrou Doue hag a gouez er besiou gand eskern dilec’het o mignouned karet. Arete, ar C’hresianez yaouank, a ya kuit, war varc’h, etre divreac’h treut kagn he breur maro, hag an abaden a gemer he divez ive en eur c’hiz euzuz ha tenval.

Ha Mariannig ? Spountet neat eo da genta, ha ne ket souez. Komz a ra, evelato, ouz he c’hraper :

« Da beleac’h eo, emezi, m'emaout o va c’has ?

« En eur vro, va dous, m’ankounac’haer