Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Peronig eo ar bugel eurus m’ema, ennan, eur galoun a zeu da veza eus ar re zizaouzana, goude beza bet da genta, aounik ha dinerz.

Tristan hag Yzeult, erfin, a gan gant dudi, o daou, a hed o buez ha zoken e skeud tenval ar maro, ar ganaouen garantez ar grenva kerkoulz hag an denera a helljed klevet a bep amzer, etouez an holl boblou.

Er peder danevell skrivet el leor ma e kavomp, ’ta, kement tra a zo bet displeget ganeomp.

Ar burzud en em gav enno, kemmesket aweachou gand an istor, aweachou gant relijion hon tadou koz. Hogen eun dra a jom, c’hoaz, hag a zo red bras ive. Bez’ e rankont an danevellou ze, kaout eur vamm vro, kaout eur bobl, hag eur bobl hepken, o veza perc’hen anezo. Gwelet a raimp aman warlerc’h ez eo