Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

etrezeg ar c’hastel hag ar Vretouned a zell ouz he gened dispar, epad ma red, o lakaat he bleo aour ker kaer da nijal gand an avel.

Dinerz bras e teu, erfin, e kambr ar brezeliad. E kichen korf Tristan, Yzeult gwenn he daouarn a laosk kriadennou a fors, doaniet ma ’z eo gant keuz d’he zorfed euzus.

Yzeult melen he bleo a dosta ouz ar gwele goloet a ballennou talvoudus m’eo Tristan da c’hourvez warnan.

— Tristan, va mignoun kun ha brudet emezi, o wela dourek, p’eo gwir n’em eus ket gellet ho parea, hag hoc’h eus kollet ho puez, dre ma n’edo ket va skoazel ganeoc’h, me fell d’in mervel ive en ho kichen.

Ha neuze, hep lavaret ger, en em astenn a ra tostik tost da Dristan, o lakaat he bleo hir da dalvezout d’ezan d’eul linser aour.

Genou an eil en em stag ouz genou egile ha