Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Du eo, Tristan va mignoun emezi, kriz ha didruez meurbed.
Neuze Tristan a dorr e galoun gand ar c’hlac’har ; trei a ra warzu ar voger ha lenva en eur c’hiz truezus. Serret e zaoulagad, e klev ar maro o tont. D’ar Rouanez eo e ro e sonj diveza. Lavaret a ra teir gweach, he hano ker karet, ha mervel.
An avel a zav war ar mor hag ar vag a ya buhan. Yzeult a glev diouz a bell, ar c’hleier o seni glas e kement tour a zo. He c’haloun a zo yen bras en he c’hreiz.
————
Dal m’en deus al lestr stoket ouz an douar,
disken a ra ha mont, en eur red, da gastel Kanoel.
Ar vrud o redek dre ar ruiou a ro d’ezi da
c’houzout maro Tristan.
————
He dizesper a zo bras meurbed. Redek a ra