Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

kaloun Yzeult a dorr gand eur c’hlac’har ker bras hag an hini he deus torret kaloun Tristan.

Evelse eo e kemeras o divez buez Yzeult melen he bleo ha buez Tristan al Leonard. En em garet a rejont el levenez kerkoulz hag en dristidigez, ha mervel, eun deiz a oe, e Bro-Vreiz, hen ganti, hag hi gantan.