Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —
Lukaz (azezet atao ouc’h an daol).

Brao, brao ! Kanerien vat oc’h, mignouned. Kana mat a rit dirak an arc’hant en deus lezet, war e lerc’h hoc’h eontr, Doue r’hen pardouno. Ha c’houi a gav d’eoc’h, hep mar ebet, e teuio e beadra en ho kodell ?

Maze

Ha perak ta ne zeufe ket ?

Iann

Ni zo e nized keiz.

Biel

Bugale geiz e vreur.

Lukaz

Mat. Taolit evez evelato ; o sevel kestell el loar emaoc’h, am eus aoun. An hini koz en deus great eun testamant, dioc’h a leverer.

Iann

Eun testamant, santez Anna ! Hennez ne ouie ket skriva, tamm ebet an holl.

Maze

E ve eun testamant pe ne ve ket, n’eus fors ; goap a ran rak kementse, me.

Biel

Ha me ive avat. Ni zo nized, ni zo heritourien. Traou tonton Fanch a zo holl d’eomp, arc’hant hag aour.

Iann

Dillad, arrebeuri.

Maze

Binviachou, douarou, frouez, loened.

Iann

Ac’hanta, paotred ! Furchomp e pep leac’h. Furchomp en armel da genta.