Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

Hirvoudi ha krial a reont a unan. Goude eur pennadig, an tri a ziroll da c’hoarzin hag en em laka da gana, a unan.


KANAOUEN
War don anavezet : An hini goz.


DISKAN


Er baradoz
Tonton koz,
Chom da viken,
Laouen.


Maze

Ni hon tri zo laouen ive,
Gand da zanvez, gand da leve.

An tri

Er baradoz…
D’eomp ni ar zac’had aour melen
D’eomp an holl besiou arc’hant gwenn

An tri
Er baradoz…
Maze

An eontrig, pa vez maro mik,
An nized a vez pinvidik.

An tri
Er baradoz…
Biel (gand eur vouez flour).

Deuit, merc’hed koant, en hon ti,
Mat omp, breman, da zimezi.

An tri
Er baradoz…