Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA DIVIZ


Lukaz (azezet ouc’h an daol)

Eiz dervez, ia, eiz dervez zo, abaoue ma ’z eo eat Fanch koz d’an Anaoun. Eun den mat, kenan ! hag oa va mignoun bras, avat. Eiz dervez, kre diaoul ! Eiz dervez tremenet aman evit netra. Ar barner a beoc’h eo en deus her gourc’hemennet d’in. Daoust perak ? nemet dre zisfisians vras eus heritourien Fanch. (O skei war an daol). Mes n’eo ket va micher me, sac’h an dien, n’eo ket va micher me eo, choum aman da zellet ouz ar c’hellien o nijal, da rei boed d’ar vioc’h ha d’ar penmoc’hig, evel ma venn me eur plac’h saout. Hogen ne jomo ket pell an traou evelse, mar plij gant Doue. An aotrou Kenkiz, noter, en deus lavaret d’in deac’h da noz, e teufe hirio aman, da beder heur goude kreisteiz. Pemp heur eo, va Doue. Den ebet ! Ha, la la. Vad a rafe d’in eun tamm bara da c’hortoz an aotrou Kenkiz da zont. (Tenna a ra eur c’hreun bara euz e c’hodell. Dibri a ra). Paour keaz Fanch ! Paour keaz Fanch va mignoun ! (Klevet a reer trouz er meaz). Sell ta ! Petra zo ?


II DIVIZ


Lukaz, Biel, Maze, Iann (gwela stank a reont an tri)
Maze

Hi hi hi ! Tonton Fanch ! tonton Fanch !

Biel

Hi hi hi ! breur keaz va zad !

Iann

Hi hi hi ! ne welin mui anezan.

An tri (a unan)

Hi hi hi ! maro, maro da viken !