Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —
Lukaz (o sevel).

Ne reot ket. Ar barner en deus va lekeat aman da deurel evez oc’h traou tonton Fanch.

Maze

Ar barner ? Piou eo an den ze ? Ne ran forz anezan.

Iann

N’hor beus ket ezomm eus ar varnerien, ni.

Lukaz

Mat. Da c’hortoz, an armel a jomo serret.

Maze

Tra. N’hor beus ket ezomm ebet eus ar varnerien da gemeret hon traou. En em zifenn mat a raimp ouzit. Na petra ta ?

Iann

Kre gward an diaoul ! Te a zo paeet neuze da ober droug d’an dud vat ? Abaoue peur e peus desket ar vicher vrao ze ?

Biel

Ni a zo tri aman, tri den krenv. Ha kredi a rez, marteze, e vezi treac’h d’eomp ? Deus ta, Lukaz, deus ta da viret ouzomp da gemeret hon madou.

An tri (a unan, o krial start, hag o c’hourdrouz Lukaz).

Ia ta ! deus da viret ouzomp da gemeret hon madou.

Lukaz (oc’h en em lakaat dirak an armel e gleze tennet).

N’em eus ket aoun rak ho kriadennou. A berz an aotrou barner emaoun aman ; me a jomo ; soudard koz oun ; ar c’henta a lakaio e zourn war an armel, va c’hleze a yelo raktal en e gof. (Skei a reer war an nor). Piou zo aze ?