Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —




III DIVIZ


Lukaz, Iann, Maze, Biel, an aotrou Kenkiz, an aotrou Pilgoz.
Kenkiz (er meaz eus an ti).

Me eo, an aotrou Kenkiz, noter, va segretour ganen.

Lukaz

Deuit ebarz, aotrounez, deuit ho taou.

Kenkiz

Roit d’eomp kadoriou, mar plij. (Da Lukaz ha da Bilgoz). Azezit em c’hichenn ouc’h an daol, Pilgoz a zeou, Lukaz a gleiz. Mat. (Pilgoz a denn eus e c’hodell, hag a laka, war an daol, kalz paperiou a bep seurt.)

Pilgoz

Setu ar paperiou, aotrou Kenkiz.

Kenkiz

Mat. Piou ac’hanoc’h a zo heritour tosta an hini maro ?

Maze, Biel, Iann (a unan).

Me, me, me ! Aotrou.

Kenkiz

N’eus ken nemet ho tri ? Klevet em eus en doa lezet Fanch, war e lerc’h, pevar niz, ha ne welan nemet tri aze ; ia, avat, unan, daou, tri. (O komz hueloc’h). Aotrou Pilgoz, peleac’h ema ar bevarded niz ? (Pilgoz, bouzar, ne finv ket. Kenkiz, o krial a bouez penn) : Peleac’h ema ar bevarded niz ?

Pilgoz

Krampoez gwiniz eo a c’houlennit ? Mat. Mond a ran da gerc’hat. (Sevel a ra).