Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Kenkiz (o krial).

N’eo ket, n’eo ket ; chomit aman. Ped niz… Ped niz en deus lezet Fanch war e lerc’h ?

Pilgoz

Petra ?

Kenkiz (o krial).

Ped niz, ped niz en deus lezet Fanch ?

Pilgoz

C’hoant ho peus da welet ar c’hranch ?

Kenkiz (d’an dud).

Va Doue benniget, ne c’hellan mui ober netra a vad gand an den ze, bouzar ma ’z eo evel eur pod. (O krial). Ped niz…

Pilgoz (o tostaat e skouarn).

Hein ?… Ia.

Kenkiz ha Lukaz (o krial mat, o daou, a unan e toull e ziskouarn d’ezan).

Ped niz en deus lezet Fanch war-e-lerc’h ?

Pilgoz

Ne glevan ket ar pez a livirit, Aotrou. (Skei a reer war an nor).

Lukaz

Deuit ebarz, deuit, mar plij.


IV DIVIZ


An hevelep re, Klaoda.
Kenkiz (da Glaoda).

Piou oc’h ?

Klaoda

Klaoda a reer ac’hanoun. Fanch oa breur va mamm geaz. An aotrou Pilgoz en deus skrivet d’in dont aman, a berz an aotrou Kenkiz.