Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
Kenkiz

Mat eo, va faotr. Azezit aze, gand ar re all. Me a ouie mat en doa Fanch pevar niz.

Klaoda

Ia, aotrou, gwir eo.

Kenkiz (o kemeret eur paper dirak an aotrou Pilgoz).

Fanch en deus great eun testamant.

Maze

Ne c’hell ket beza gwir an dra ze, aotrou. Tonton Fanch ne ouie na lenn na skriva.

Kenkiz

N’en deus ket bet ezomm da skriva. Great en deuz e destamant dirak eun noter ha daou dest. N’en divije ket gellet ober gwelloc’h. Selaouit mat, breman. (Lenn a ra ar paper).

Hirio, dirazomp, an aotrou Fanch ar C’hall, daou dest gantan, en deus great e destamant, sinet ganeomp ha gand an daou dest. Va zri niz, eme Fanch, va zri niz, bugale va breur, Maze, Biel ha Iann, a zo tri c’hanfard eus ar re gaera. An dud koz eveldoun, ne ouzont ket, a weachou, lenn el leoriou, mez lenn a reont mat e gweled ar c’halounou. Maze, Biel ha Iann, n’o deus biskoaz karet nemet va gwenneien. Rei a ran, da Vaze, va c’horn butun ; rei a ran da Iann, hag a zo berr-wel, va lunedou koz. Kavout a raint o daou, ar c’horn hag al lunedou e tireten va zaol. Biel, hag a zo mignoun bras d’ar gwin, e roan d’ezan eur voutaillad win ruz, am eus lekeat, evitan, tost d’ar siminal adre ar c’heuneud. Gand an traou ze, va zri niz, mar sav c’hoant ganto da zimezi, a c’hello frita laou ar baourentez war billig ar garantez. Eun dra all eo, avat, a gav d’in, diwar-benn Klaoda, va fevarded niz, mab va c’hoar geaz. Hennez a zo eun den fur ; eul labourer douar mat eo, eur gwir gristen ; e