Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

galoun a zo leun a zoujans Doue, leun a garantez evit an nesa. Intanv eo, seiz mab d’ezan. Rei a ran da Glaoda va zi, gand an holl draou a zo ennan, va daou bark, va bioc’hig, va fenmoc’hig, ha tri mil lur a zo kuzet en eur yalc’hig zu, en armel. Goulenn a ran start, digant Klaoda, ma vezo lavaret eun oferen evidoun-me, pep bloaz, keit ha ma vevo. Sinet eo ar skrid gand an aotrou Abgrall, noter e Lokournan, ha gand an aotrounien Marzin ha Karaez, testou.

Maze (kounnar ennan).

Boed ar groug anezan ! Louarn koz !

Kenkiz (o tigeri tireten an daol).

Setu ar c’horn hag al lunedou. (Rei a ra da Vaze ha da Iann).

Maze (o teurel ar c’horn).

Dal ! Setu da gorn louz ! Kea da fumi gand an diaoul.

Kenkiz (da Viel).

It da gerc’hat ho poutaillad win adre ar c’heuneud.

Biel

Nebeud a dra eo feiz ! mes n’oun ket evit ober fae eus ar gwin. (Biel a ya kuit. Dont a ra en dro dioc’htu, ar voutaill gantan).

Kenkiz (da Glaoda).

Klevet hoc’h eus an testamant, Klaoda. C’houi a zo perc’henn an holl draou lezet gant Fanch war e-lerc’h. C’houi a hell chom en ti ma, dioc’htu, evit mat. Gant gwir vat her greot.

Klaoda

Ho trugarekaat a ran, aotrou Kenkiz, hag an Aotrou Doue ive, en deus va lekeat da zevel a baour da binvidik. Hogen gortoz a rin eun tamm.