Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

Red eo d’in. Traou am eus da gempenn. Aman, e teuin abenn daou pe dri dervez gant va seiz mab.

Kenkiz

Evel ma plijo ganeoc’h. (Da Lukaz). Lukaz, roit an alc’houesiou da Glaoda. (Lukaz a ro). Kenavezo, ha iec’het mat d’eoc’h.

Klaoda

Ha d’eoc’h. (Kenkiz ha Pilgoz a ya kuit).


V DIVIZ


An hevelep re, nemet Kenkiz ha Pilgoz
Lukaz

P’eo gwir ez out perc’henn holl vadou Fanch, deus ganen da welet eun tamm da zanvez, ar parkeier, ar c’hraou, ar chatal, n’eo ket ta ?

Klaoda

Feiz ! a galoun vat ez inn. Deomp. (Lukaz ha Klaoda a ya kuit).


VI DIVIZ


Maze, Biel, Iann (Ec’h en em sellont an eil oc’h egile, da genta, hep lavaret ger, tenval o dremm).
Maze

An hini koz, en deus great goap mat ac’hanomp, lavar ta, Iann.

Iann

Ia ta. Ni a gane, eur pennadig zo :

An eontrig, pa vez maro mik
An nized a vez pinvidik !

Mat ; n’omp ket pinvidik bras gand ar c’horn, al lunedou, hag ar voutaill.

Maze

Tra ; ne gredan ket, avat. Sell ta ! En armel ze ez eus traouigou mat. An tri mil lur a zo kuzet