Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

ebarz. Kousket a reont en armelig kaer ze. Gand eur vouez flour : Deuit, deuit, pesiou brao, pesiou aour melen, deuit da gaout ac’hanomp. Hejal a ra dor an armel. Alc’houezet mat eo, mil gurun, ne finv tamm ebet.

Iann

Ha Klaoda a zo an alc’houez gantan.

(Biel a ya pelloc’h, a zeou, hag a azez war eur gador, e voutaill gantan. Eva a ra peb en amzer).

Maze

Red eo d’eomp kregi en arc’hant ze, Iann ; epad an noz a zeu e tistroimp da gemeret ar yalc’h. N’e peus ket klevet Klaoda o lavaret da Genkiz ne zeufe en e di, nemet abenn daou pe dri dervez ?

Iann

Klevet em eus. Mez an nor a vezo serret mat gantan, araok an noz

Maze

Iann banezenn ! Tonton Fanch en deus lavaret ez oaz berr-wel ; gwir eo. N’e peus ket gwelet mat an nor. Te zo pikouz da zaoulagad. Dor an ti ze a zo koz, hanter vrein ha divarc’het. Ne vezo ezomm nemet eun taol dourn da ziskar anezi dioc’htu.

Iann (o komz huel).

Ha d’eomp-ni ar zac’hadig kaer ; hag, evelse e vezo roet e wir da bep hini, ne ket ta ? An holl draou da Glaoda ! An dra ze a zo a enep gwir, sklear eo !

Maze

Ro peoc’h ta, glabouser ; tao ta ! sell ! setu Lukaz o tont en dro. Deomp kuit. E kreiz an noz e teuimp. Deus ta Biel, deus ta ! (Maze ha Iann a ya kuit).