Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —




VII DIVIZ


Biel, Lukaz.
Biel (dam vezo, o chom aze, azezet atao, ar voutaill en e zourn).

Ia, ia, mignouned, mond a ran war-ho-lerc’h.

Lukaz (d’an dud o tont ebarz hep gwelet Biel).

Echu eo d’in chom aman da lakaat evez oc’h traou Fanch. N’eo ket re abred, a gredan. Ha breman n’em eus netra da ober nemet mont kuit buana ma c’hellin. Klaoda a zo an alc’houez gantan. Va c’hefridi a zo great ha great mat. Kenavezo, mignouned. (O trei kein, Lukaz a well Biel atao azezet). Holla ta ! Petra a rez te aze, da unan, war eur gador ? Kea kuit.

Biel (azezet atao, he vouez raoulet gand ar gwin)

Goustadik, Lukaz, goustadik. Me zo skuiz, ha me a jomo aman epad an noz.

Lukaz

Epad an noz ? Lavar ta ; te a jomo aman epad an noz ?

Biel

Komz goustad, kerniel an diaoul ! Me a gav gwelloc’h chom aman e leac’h mont kuit da genta, ha dont en dro goude, gand ar re all.

Lukaz (d’an dud).

Sell ! sell ! petra a lavar al lounker ze ? Lekeomp anezan da varvaillat eun tamm muioc’h ; n’eo ket sklear awalc’h an abaden ze. (Da Viel, hueloc’h). Mat, mat ! klevet a ran. Te a jomo aman da c’hortoz ar re all da zont en dro. Ar re all ? Piou ar re all ?

Biel (o sevel).

Piou ? Maze ha Iann ta ! Ar re-ze a zeuio aman, an noz a zeu. Maze a zo eun den gwiziek. Hennez a oar lenn ha skriva.