Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
Lukaz

Ia, m’oarvat. Ha perak e teuint aman, o daou, epad an noz ?

Biel

Perak ? N’ouzoun ket. Feiz ! n’ouzoun tra. N’em eus klevet ger, nemet m’o deus c’hoant ar re ze da derri dor an ti. Maze en deus lavaret : Peoc’h ta ! Iann banezenn ! An nor a zo koz, a zo brein. Ne vezo ezomm nemet eun taolig dourn da ziskar anezi. (C’hoarzin a ra. Lukaz a ra neuz da zirolla da c’hoarzin ive).

Lukaz

Klevet a ran, mignounig, klevet a ran. (O komz hueloc’h evit lakaat Biel da gaout aoun). Kea kuit, mezvier touet, buan ha buan, ma ne fell ket d’it e lakafenn an tan en da ziadré. Er meaz ! buan ! (Biel a ya kuit o redek).


VIII DIVIZ


Lukaz (d’an dud).

Tan foultr ! Al labour ne ket echu ganen. An Aotrou Doue eo, me a gred, en deus lekeat ar zac’h gwin ze da ziskleria d’in an troiou fall a zo en o fenn da Iann ha da Vaze. Gortozit, va mignouned, gortozit. Me ho lakaio da c’hoarzin melen.


IX DIVIZ


Lukaz, Klaoda
Klaoda

Gwelet em eus va danvez, Lukaz, ha va c’haloun a zo laouen, her c’hredi a c’hellez.

Lukaz

Kredi a ran ive. Mez eun dra vras am eus da lavaret d’it, Klaoda. Red eo teurel evez muia ma c’hellimp. Biel en deus balbouzet d’in kalz a draou. Maze, epad an noz, Iann gantan, a zeuio aman,