Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

ha mar am eus klevet mat, an daou ze ne zeuint nemet da laerez eun dra bennak.

Klaoda

Kleo ta Lukaz ; bez dinec’h. C’hoant o deus va c’hendirvi da ober troiou fall d’in. Me eo a raio eur c’hoari bravoc’h d’ezo. Selaou ganen. Kea d’am zi dioc’htu. Eman va seiz mabig eno, breman, gant va zintin goz Soaz, he deus o savet o seiz evel ma vije bet mamm d’ezo. Lavaret a ri d’ezi am eus c’hoant da gaout va bugale da goania ganen em zi nevez.

Lukaz

Klevet a ran.

Klaoda

Digas a ri en dro ar seiz ganez. Dreist pep tra, taol evez da zigas an traou a zo ezomm da goania, bara, kik ha fars, gwin, ar pez a zo red. Koania a ri ganeomp, Lukaz, ha me a roio d’it eun digoll mat, p’eo gwir ez oun pinvidik breman. Kea buan, ha deus en dro buan.

Lukaz

Ne rin nemet mont dont. (Lukaz a ya kuit).


X DIVIZ


Klaoda

Tud fall anezo. N’em bije ket kredet biken e vije bet goest va zri c’henderv d’am laerez. O fallentez poanius d’am c’haloun ! Hor Zalver benniget a c’hourc’hemenn d’eomp pardouni d’ar re all. Me a bardouno d’ezo a galoun vat. Mes rei a rin d’ezo da genta eur gentelig, eur gentel vat. Araok, kemeromp ar yalc’h en armel. Va zri mil lur a vezo kuzet evit ar gwella em godel. (Kemeret a ra ar yalc’h en armel hag he laka en e c’hodell). Breman ho kortoz a ran, va mignouned. (Klevet a reer, er meaz, Lukaz hag ar seiz bugel o kerzet kaer evel soudarded).