Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —
Lukaz hag ar vugale (er meaz).

Unan, daou ! unan, daou ! unan, daou ! (Dont a reont ebarz, an eil war-lerc’h egile, Lukaz er penn ganto. An holl a lavar atao, unan, daou, unan, daou. Pep hini a zoug eun dra bennak da goania, bara, boutaillou, kig, traou a bep seurt).


XI DIVIZ


Klaoda, ar Vugale, Lukaz.
Lukaz (o komz huel).

Paouezit aze ! (An holl a jom a zav sounn).

Klaoda (d’e vugale).

Deuit, va bugale geiz, deuit Lanig, Jopig, Lomig, Herrig, Kouig, Laouig ha Perig. Likit an traou war an daol.

Ar Vugale (o krial a unan).

Ia, va zad.

Klaoda (o viret outo da lakaat an traou).

Gortozit eun tamm. Ezomm hor beus eus eul leac’h bras awalc’h e kreiz an ti. Lukaz, lekeomp, hon daou, an daol en eur c’horn. (Ober a reont). Mat. Breman, va bugaligou, likit an traou war an daol.

Ar Vugale (a unan).

Ia, va zad. (Lakaat a reont).

Klaoda

Selaouit mat. O vont d’en em guzat er penn all d’an ti emaomp, c’houi ha me, hep goulou. Lukaz a jomo aman, hep goulou ive, da c’hortoz ac’hanomp. N’ho pezo aoun rak netra, n’euz fors petra a welot. Eur c’hoari ne vo ken. Pa c’halvin ac’hanoc’h, dioc’htu e teuot o youc’hal bras, hag en em lekeot da zansal en eur gana ar ganaouen An teir Moualc’h. Anaout a rit mat, ket ta, ar ganaouen nevez se, An teir Moualc’h ?